An dispignoù dre ar munud - 2012
Tizh Bras (savet al LTB ha nevezet an THR), brastres evit ar c’has uhel-kenañ, modernaat al liseoù, lakaat kreskiñ lodenn ar politikerezh sevenadurel, reiñ 10 M€ evit kalite an dour hag evit reiñ lañs d’an energiezhioù nevezadus... savet eo ar budjed-se a 1,250 miliard a euroioù evit lakaat arc’hant da gentañ-holl er pezh a ray da Vreizh delc’her gant he lusk.
Kefridi 1 : terkerezh kengret an takad (60M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
- Kalite al lojeiz
D’ur mare ma ma ya ar boblañs war greskiñ e Breizh, ha peogwir e koust keroc’h-ker al lojeiz d’ar Vretoned, e laka ar Rannvro ur sammad a bouez (tost da 5 M€) abalamour da skoazellañ an daouzek strollegezh publik hag a ro arc’hant evit o lojeiz sokial hag evit lakaat al lojeiz da vezañ efedusoc’h a-fet energiezh.
- Terkerezh kempouezet an takad
Emañ ar c’hevratoù Rannvro-Broioù 2006-2012 oc’h errout gant o zermen. Gant ar c’hevratoù-se he deus skoazellet arRannvro obererezhioù ar c’humunioù en 21 a vroioù a zo e breizh (armerzh, treuzdougen, stummañ, sevenadur…). E 2012 e vo roet lañs d’ar politikerezh tiriadel nevez a vo e bal terkañ an tiriad en un doare kempouez.
- Ar c’has uhel-kenañ evit an holl
Gouestlañ a ra ar Rannvro ur sammad arc’hant 50 M€, ac’hann da 2015, d’ur raktres a-stroll evit lakaat an Internet uhel-kenañ he c’has da vezañ digor d’an holl dre ar wienn optikel e Breizh a-bezh. Ezhomm e vo e 2012 da resisaat asambles gant ar gevelerien bublik dre beseurt strategiezh e vo staliet ha skoazellet an traoù. Sikour a ra ivez digeriñ an TKK (teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ) d’an holl (sikour ar servijoù nevez, sikour ar c’humunioù da zigeriñ an TKK d’an holl...)
Politikerezh ar Rannvro evit terkañ an tiriad
Politikerezh niverel ar Rannvro
Kefridi 2 : diorren armerzhel ha neveziñ 87 M€
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
- Sikour an oberoù neveziñ ha K&D
Skoazellañ ar frammoù krouet gant an obererien vreizhat da-geñver ar galvoù da raktresoù « Postañ evit an amzer-da-zont » : ar KBTT (Kevredad buanaat an treuzkas teknologiezhioù) Ouest Valorisation, an EET (Ensavadur an enklask teknologel) B-Com, an EGED (Ensavadur gwellentez an energiezhioù digarbonek) France énergies marines… ha delc’her da skoazellañ obererien an neveziñ (poloù kevezusted dreist-holl) : emañ ar Rannvro e-sell da lakaat 27 M€ evit an neveziñ hag ar K&D (klask ha diorren) e 2012.
- Aesaat d’an dud krouiñ pe treuzkas embregerezhioù
Gouestlet e vo ouzhpenn 6 M€ d’al lodenn-se eus an obererezhioù armerzhel. Solutaet e vo ar binvioù arc’hantañ evit mad kevalaoù piaouel an embregerezhioù : fellout a ra d’ar Rannvro sikour ar re a grou pe a adkemer embregerezhioù (ar re vihanañ da skouer) ha krouet ez eus dreist-holl ur font etrerannvroel loc’hañ, « Grand Ouest Amorçage » (a zo roet 40 M€ dezhañ), gant ar Rannvro asambles gant Broioù al Liger, Normandi-Uhel ha Normandi-Izel hag ar C’hef Fiziañ ha Tredeogañ.
- Reiñ lañs d’al liammoù etre an embregerezhioù hag ar re yaouank
E 2012 e vroudo ar Rannvro ar stignadoù da sikour enfredañ stajidi ha da sikour ar youladed etrebroadel en embregerezhioù (600 000 €). Gant ar stignadoù-se e vez sikouret an embregerezhioù a lusk obererezhioù nevez hag a zo mat evit aesaat d’ar re yaouank kavout o flas e bed al labour.
- Skoazellañ an implij kevredigezhel
Roet e vo, gant ar Rannvro, un astenn 100 € ar miz (20% eus an digoll) evit etre 100 ha 200 den yaouank hag a ra ur servij keodedel en ur gevredigezh eus Breizh, evit kas kefridioù da benn war dachenn an endro, ar skoazell er skol hag ar pezh a sell ouzh digeriñ ar gevredigezh d’an nammidi.
- Harpañ al labour-douar padus hag ar produiñ boued
Dre ur c’hresk 7,5% eus an araezioù evit ar gennadoù-se (17 M€) e c’hallor delc’her da lakaat an « Emglev nevez », politikerezh rannvroel nevez evit al labour-douar. Ouzhpenn an obererezhioù a zo bet kaset da benn dija (skoazellañ ar stalioù labour-douar da vezañ emren outien a-fet energiezh, sikour da dreuzkas an tiez-feurm…), e vo solutaet diarbennoù zo : skoazellañ al labourerien-douar d’en em staliañ (ar a zo en tu all da 40 vloaz hag all) pe luskat ar Pass’Bio evit sikour anezho da ziorren o ziez-feurm bio pe da vont war-zu ar bio. Gouestlet e vo ar bloavezh 2012 d’al labour-douar efedus war dachenn an ekologiezh.
- Talvoudekaat perzhioù mat Breizh evit a sell ouzh aferioù ar mor
Dre he folitikerezhioù e laka ar Rannvro tost da 80 M€ en holl evit ar mor. E 2012 e vo krouet ur font postañ evit ar pesketaerezh abalamour d’aesaat adneveziñ al lestraz pesketa e Breizh (1 500 bag hag a zo 25 bloaz well-wazh) ha diazezet e vo diarbennoù a-hiniennoù evit aesaat al liesaat (war-lerc’h fin an diarbenn dreistordinal evit skoazellañ gennad an istrerezh a zo en un enkadenn). Sevenet e vo an holl obererezhioù-se da-geñver ar steuñv rannvroel pesketaerezh ha dourc'hounezerezh 2011-2014 a ra war-dro staliadur ar re yaouank, modernaat an embregerezhioù, lakaat espern an energiezhioù, aozañ marc’had ar produioù eus ar mor...
Gwelet politikerezh armerzhel ar Rannvro
Kefridi 3 : ar stummañ micherel (109 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
- Ar stummañ micherel a-hed ar vuhez
Gant ar budjed 2012 e vo gallet lakaat kevrat steuñv ar Rannvro evit diorren ar stummadurioù micherel (KSRDS) da dalvezout. Pouezañ a ra ar framm diazez nevez-se war ar fed ma vez digor hag asur an hentennoù stummañ. Gallout a reer menegiñ, lakaomp :
- Krouiñ ur gevrat da gas war-zu ar berzhegezh evit ar re yaouank vreskañ, adalek miz Gwengolo 2012 (3,1 M€ ar bloaz evit 1 600 den yaouank hag a vez heuliet bep bloaz gant ur skoazell personelaet hag etre daou stummadur, e-pad 3 miz d’ar muiañ, ur gopr ouzhpenn hag a sav da 1 200 euro well-wazh).
- Ar stignadoù evit skoazellañ ar raktresoù stummañ a-hiniennoù, bet savet evit talañ ouzh an enkadenn, a oa bet muioc’h a c’houlenn warno e 2011 eget er bloavezhioù a-raok. Dalc’het e vo ganto e 2012, evel da skouer : ar chekennoù kadarnaat evit broudañ an dud da lakaat kadarnaat o skiant-prenet, ar chekennoù nerzh evit arc’hantañ ar stummadurioù war verr dermen abalamour da dud dilabour zo da gaout ur gratadur bennak (bleinañ mekanikoù da skouer) pe da dapout barregezhioù nevez (urzhiataerezh pe kontouriezh lakaomp)...
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit ar stummañ
Kefridi 4 : an deskadurezh evit an holl (387 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
Broudañ an deskerezh
Sevel a ray ar budjed gouestlet d’an deskerezh da 127 M€, gant-se e vo a hini uhelañ bet votet biskoazh gant ar Rannvro. Ar pal : lakaat an niver a zeskarded (a zo 18 500 hiziv an deiz) da greskiñ evit kaout 2 000 ouzhpenn en ur ober pemp ha gwellaat kalite ar stummañ.
- Fiñvusted etrebroadel ar re yaouank
E 2012 e vo adnevezet, gant ar Rannvro, ar yalc’hadoù rannvroel evit ar fiñvusted etrebroadel e-touez ar re yaouank abalamour da sikour, en un doare kreñvoc’h hag evit muioc’h a dud, ar studierien yalc’hourien, an deskarded pe al liseidi. Gant ar c’hresk +28% eus ar budjed (+600 000 €) e c’hallo muioc’h a dud bezañ skoazellet dre ar yalc’hadoù-se (evel ar yalc’had Télémaque evit sikour aozañ stajoù evit ar liseidi a zo en ur stummadur micherel).
- Diorren yezhoù Breizh
Evit 2012 eo kresket kalz ar sammad gouestlet da yezhoù Breizh (+ 7,7%, ar pezh a ra 6,6M€), abalamour da zelc’her gant ar strivoù evit broudañ treuzkas ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Da skouer e oa bet roet 42 skoaziad Skoazell (5 000 €) e 2011 d’ar studierien e master a oa da vont war ar vicher gelenner divyezhek.
- Modernaat savadurioù al liseoù
- Delc’her a ra ar Rannvro da adneveziñ ha da adkempenn he liseoù. E 2012 e lakay 90 M€ evito abalamour da wellaat kalite ar savadurioù, o efedusted a-fet energiezh hag aesaat an traoù evit an implijerien, kement-se hervez he reizhiad « eko-daveiñ ».
- Emañ ar strollegezh o prientiñ ivez unnek skipailh bale ar skoazell deknikel hag a yelo en-dro a-benn an distro-skol 2012, evit aozañ gwelloc’h ar servijoù a ra war-dro kempenn delc'her ar savadurioù a-ratre (2 vilion m² e Breizh).
- Sikour prenañ levrioù ha dafar skol
Reiñ a ra ar Rannvro pep a chekenn-levrioù 60 € d’an holl liseidi, eus an eilvet d’ar c’hlas termen, evit sikour ar familhoù da brenañ levrioù skol. (E 2011 e oa bet skignet 120 000 chekennaoueg).
A-benn an distro-skol 2012 e vo adnevezet ar stignad-se, dezhañ da glotañ gwelloc’h c’hoazh gant ezhommoù ar skolidi a zo en hentennoù micherelaat hag adwelet e vo an treziadoù skoazell evit prenañ an aveadurioù micherel kentañ abalamour da vont diouzh emdroadur ar c’houstoù.
- Solutaat an enklask hag an deskadurezh uhel
- An taolioù berzh da-geñver ar galvoù da raktresoù lañset e-barzh « Postañ evit an amzer-da-zont » hag al labelioù a vo tapet evit meur a arnodva pe meur a aveadur gwellentez eus Breizh (LABEX hag EQUIPEX), a vo lakaet gant ar Rannvro en he folitikerezh enklask.
- Dalc’het e vo gant ar stignad evit reiñ skorennoù enklaskoù doktorelezh : roet e vo 300 yalc’had d’an enklaskerien yaouank e 2012.
- Delc’her gant ar stummadurioù digoust war dachenn ar yec'hed hag ar skoazellerezh
Abaoe an distro-skol 2007 he deus divizet Rannvro Breizh ma vefe digoust un toullad mat a stummadurioù war ar yec’hed hag ar skoazellerezh abalamour da vastañ d’an ezhommoù a zo war an dachenn-se a-fet implijidi : skoazeller-prederier, eiler klañvdiour bugaligoù, skoazeller mezegel-ha-psikologel, skoazeller sokial... Gouestlet e vo ouzhpenn 50 M€ evit an diarbenn-se e 2012.
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit al liseoù
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit ar stummañ
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit yezhoù Breizh
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit an enklask
Kefridi 5 : An treuzdougen (281 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
Gouestlet e vo ul lodenn vat eus budjed treuzdougen ar Rannvro, a zo 32% uheloc’h eget e 2011, d’ar raktres Breizh Tizh Bras.
- Breizh Tizh Bras
Unan eus darvoudoù pouezus ar bloavezh 2012 eo al Linnenn Tizh Bras eur krog da sevel (lakaet ez eus bet 119,5 M€ evit al labourioù kentañ) ; lusket e vo ar c’hendiviz foranwar eil lodenn ar raktres (al labourioù evit lakaat Brest ha Kemper 3 eurvezh 08 eus Paris)
- Rouedad THR : deservijoù nevez, servijoù nevez
Gant ur budjed 105 M€ e vo lakaet ar pouez ivez war THR Breizh : aet eo an tremenerezh war greskiñ, 2% e 2010 ha 5% e 2011, ar pezh a rae 31 000 beaj an deiz e dibenn 2011.
- Evit mont diouzh kresk an niver a veajourien e vo 10% a gresk er budjed e-keñver 2011 (gant ar Rannvro e vez paeet an diforc’h etre ar pezh a vez paeet gant an implijerien hag ar pezh a goust ar servij e gwirionez).
- Dalc’het e vo da wellaat ar servij kinniget d’an implijerien :
. deservijoù nevez e su Breizh (etre Redon ha Kemper : 9 zroiad ouzhpenn bemdez dre vras abaoe miz Kerzu)
. lakaat ar gartenn liesvod KorriGo da dalvezout war ar rouedad THR Breizh en e bezh ha war rouedadoù pevar zolpad-kêrioù e daou zepartamant.
- Delc’her gant al labourioù war an hent broadel 164 ha reiñ lañs d’ar c’hirri glas
- Delc’her a ra ar Rannvro ivez da arc’hantañ (15 M€) al labourioù evit lakaat an hent broadel 164 (ahel Reter-Kornôg) hag an hent Triskell (ahel Norzh-Su) da vont da hentoù div wech div forzh.
- War-lerc’h bezañ votet ar steuñv « Kirri Glas Breizh » warlene, emañ ar Rannvro e 2012 e-sell da skoazellañ an obererezhioù lec’hel evit broudañ d’ober gant kirri tredan ha sikour sevel an enframmoù a zeu da-heul.
- Evit a sell ouzh gennad ar porzhioù-mor e vo lakaet ar pouez dreist-holl war ar raktres modernaat porzh Brest (luskat ur c’hendiviz foran ha studiañ ar raktres).
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit an treuzdougen
Kefridi 6 : An endro (27 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
Chom a ra ar pezh a sell ouzh kalite an dour unan eus an traoù pouezusañ evit ar Rannvro peogwir e vo gouestlet 10 M€ d’an dachenn-se e budjed 2012.
- Stourm enep ar bezhin glas
Hervez ar pezh a oa bet grataet a-fet strategiezh evit stourm enep al lanvioù glas e vo lakaet ar pouez gant ar Rannvro war an obererezhioù dizarbenn (3,5 M€) : terkañ ar maezioù ha skoazellañ al labourerien-douar da cheñch o doareoù. Dleout a rafed neuze, a-benn 2012, sinañ eizh kevrat bae ha lakaat anezho da dalvezout gant an obererien a zo e-barzh ar jeu war an dachenn-se.
- An Emglev tredan evit Breizh
Dalc’het e vo da lakaat an Emglev tredan evit Breizh da dalvezout e 2012, peogwir e chom pouezus-tre evidomp mestroniañ ar goulenn a-fet energiezh hag an diorren a-fet energiezhioù nevezadus :
-en un doare fetis e sikouro ar Rannvro arc’hantañ an EGED France énergies marines pa vo o kregiñ gant e obererezhioù, haroet e vo lañs da obererezhioù evit harpañ raktresoù da dalvoudekaat ar bevdolz (dre ar fontoù postañ avel ar c’hevredad dre gevrannoù Eilañ).
- dalc’het e vo gant koulzadoù evit dedennañ an dud war-zu ar pezh a sell ouzh an energiezhioù, evel ar c’houlzad Trak O’Watts.
- Glad naturel ha parkoù natur rannvroel
Lusket e vo ur politikerezh youlek gant ar Rannvro evit ar parkoù naturel rannvro, anavezet mat pell zo amañ pa oa bet krouet Park naturel rannvro Arvorig (PNRA) e 1969. Delc’her a ra da sikour ar PNRA, gant ur c’hresk 3,8% evit a sell ouzh ar skoaziadennoù, en ur sikour ivez krouiñ ar park Renk-Aod an Emrodez hag adlañsañ krouidigezh park ar Mor Bihan.
- Dalc’het e vo gant ar politikerezh terkañ padus gant ar programmoù Eco Faur (evit skoazellañ an obererezhioù kêraozañ padus e kumunioù Breizh) ha Qualiparc (evit kempenn an takadoù labourerezh).
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit an endro
Kefredioù 7 hag 8 : Sevenadur, sport, glad ha touristerezh (63 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
Dibabet he deus ar Rannvro lakaat lodenn ar politikerezh sevenadurel da greskiñ e 2012 (+2%, ar pezh a ra tost da 3 M€) evit lakaat ar pezh a oa bet diazezet e 2011 da dalvezout.
- Aesaat brudañ an arzourien, an oberennoù hag ar raktresoù
- Ar savadur nevez evit ar Frac (dalc'had rannvroel an arz a vremañ), a zo bet roet 17 M€ gant ar Rannvro evit sevel anezhañ, a vo digoret e 2012, e Roazhon, abalamour d’an holl da c’hallout ober anaoudegezh gant an arz a vremañ.
- Al levraoueg niverel, anezhi ur benveg nevez evit ar Rannvro, a vo lakaet da vont en-dro ar bloaz-mañ abalamour da zigeriñ ar pezh a ya d’ober « danvez Breizh » d’ar muiañ ar gwellañ a dud (ganti e vo kavet, enlinenn, dielloù skrivet, klevet ha klewelet ar glad rannvroel).
- E 2012 e vo ar bloavezh kentañ ivez ma vo lakaet ar stignad skoazellañ raktres sevenadurel al levrdioù dizalc’h da dalvzout.
- Diorren ar sport er rannvro
- Peogwir emaomp en ur bloavezh olimpek ha paralimpek e talc’ho ar Rannvro da harpañ ar sport a live uhel muioc’h eget biskoazh : ouzhpenn skoazellañ ar c’hreizennoù pleustriñ hag ar c’hampus gwellentez sportel e Dinarzh (ma kaver war un dro ur stummadur war micherioù ar sport, ur skoazell evit ar sport a live uhel hag al labour enklask) e kinnigo ar Rannvro ur skoazell a-ratozh evit ar sportourien a c’hall bezañ dibabet evit klenstrivadegoù a live uhel.
- A-hend-all e vo dalc’het da aesaat d’an holl pleustriñ ur sport bennak, ar pezh a zo unan eus palioù pennañ he folitikerezh :
. kevratoù gant ar c’hluboù hag arc’hevreoù evit diorren ar pleustr forzh peseurt sport e vefe
. delc’her gant ar chekennoù-sport evit ar re yaouank (ganto e vez un distaol 15 € bep bloaz evit emezelañ ouzh ur c’hlub sport). E-kerzh ar bloavezh-skol 2010/2011 ez eus bet roet chekennoù-sport da ouzhpenn 18 300 den yaouank hag astennet eo bet ar stignad war-zu ar re yaouank 19 vloaz, gant-se e vo sikouret 24 000 a dud yaouank evit ar bloavezh-skol 2011/2012.
En holl e vo gouestlet 8,5 M€ d’ar politikerezh sport
- Talvoudekaat ar glad sevenadurel, arzel ha savouriezhel
- War un dro gant an obererezhioù diazez evel sikour an obererezhioù evit mirout pe talvoudekaat ar glad (6,3M€) e fello d’ar Rannvro harpañ dreist-holl obererezhioù dibar evel talvoudekaat an tourioù-tan pe ar « japanerezh » (diskouezadeg vras Breizh-Japan en daouzek mirdi a zo e Breizh).
- Delc’her a ray gant he c’hefridi renabliñ glad ar rannvro : digeriñ ar glad d’an holl dre ar porched Internet Glad (550 000 bizitour emeur e-sell da gaout el lec’hienn-se e 2012)
- Startaat lusk Breizh a-fet touristerezh
- E 2012 e vo adaozet brastres rannvroel an touristerezh abalamour da vont gwelloc’h diouzh ar pezh a vez an 9 milion a vizitourien ar bloaz o c’hortoz. Roet e vo lañs d’ur steuñv oberoù evit 2012-2014 evit gwellaat kalite ar c’hinnig abalamour da ziskouez ez eo Breizh unan eus al lec’hioù pennañ, ha war hir amzer, evit mont da vakañsiñ. Ur sikour a vo digant ar Rannvro a-fet arc’hantañ ha kuzuliañ (4,8 M€).
- Dalc’het e vo gant l labourioù bras bet boulc’het : diazezañ ur c’hinnig muioc’h unvan a-hed Kanolioù Breizh evit kempouezañ an obererezhioù etre an arvor ha diabarzh ar vro, ha kevratoù palioù implij-stummañ evit solutaat an implijoù ha lakaat anezho da badout da vat (50 000 implij pad, 75 000 er mareoù touristerezh pennañ) hag evit sachañ an dud etrezek micherioù an touristerezh...
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit ar sevenadur
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit ar sport
Gwelet politikerezh ar Rannvro evit an touristerezh hag ar glad
Kefridi 9 : Europa hag an obererezhioù etrebroadel (2,5 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
- Lakaat Breizh da gemer muioc’h a berzh en aferioù europat hag etrebroadel
Gouestlet ez eus 1,6 M€ d’an obererezhioù europat (dreist-holl gant ur gefridi lobiañ e rouedadoù Europa) ha d’ar c’henlabour etrebroadel gant rannvroioù all er bed, dre eskemmoù dibar diwar-benn sujedoù boutin etrezomp, evel ar stummañ pe an energiezhioù mor nevezadus gant Bro-Gembre lakaomp.
- Reiñ lañs d’ar c’hengred etrebroadel
- Adwelet eo bet an dezverkoù evit degemer ar raktresoù diorren kaset da benn gant brioù ar Su abalamour da vont gwelloc’h diouzh an diorren hollek ha padus :
- Dalc’het e vo da skoazellañ an obererezhioù kengret lusket gant Bretoned yaouank (pep a 150 € d’an dud yaouank-se).
Gwelet politikerezh europat hag etrebroadel ar Rannvro
Kefridi 10 : Darempredoù gant ar geodedourien (8,3 M€)
Pouezañ a ra ar budjed 2012 dreist-holl war :
- Porchedoù web nevez war un tem. Lakaat a ray ar Rannvro daou porched liesdanvez nevez enlinenn : www.labretagneetleurope.eu ha www.labretagneetlamer.fr.
- Dielloù enlinenn. Kroget e vo da ziazezañ ul lec’hienn deuliaouiñ enlinenn hag a vo ul lodenn eus al Levraoueg niverel da zont, evit lakaat an holl zielloù a zo d’ar Rannvro (hag a vo niverelaet tamm-ha-tamm) a-wel d’an holl.
- Embann dastumadoù. E 2012 e ray gant he dastumadoù nevez a-fet embann evit kinnig he folitikerezhioù publik, he skoazelloù ha stignadoù, he sturlevrioù...
- Dalc’het e vo da staliañ panelloù warno livioù ar Rannvro er porzhioù hag en aerborzhioù rannvroel. Lakaet e vo ivez panelloù kelaouiñ da c’hortoz war ar chanterioù brasañ a vez el liseoù, er porzhioù, en aerborzhioù, war an hentoù bageal, en aozadurioù stummañ war ar yec’hed hag ar skoazellerezh... d’an dud da c’houzout d’ober petra e vez kaset labourioù da benn gant ar Rannvro.
Mont en-dro melestradurezh ar Rannvro (mission 12)
E Frañs ez eo ar rannvroioù ar strollegezhioù a ouestl ar muiañ eus he budjed d’ar postañ. Sevel a ra frejoù mont en-dro Rannvro Breizh da 13 % eus he budjed (da lavaret eo ez eo aet war zigreskiñ e-keñver budjed 2011 : goprañ 3 770 implijad, aveerezh, urzhiataerezh, stummañ ha kement zo.
Daouzek kefridi
Diazezet eo budjed ar Rannvro war an daouzek kefridi he deus dibabet en he zachennoù barregezh (armerzh, stummañ, treuzdougen...).
An daouzek kefridi zo anezho :
- Evit un terkañ kempouez da warantiñ ar genskoazell diriadel ;
- Evit un armerzh lusk gantañ da harpañ filierennoù kreñv hag a grou implijoù a galite ;
- Evit ur stummañ a-hed ar vuhez da c’hallout suraat an hentadoù micherel ;
- Evit un deskadurezh a galite digor war an enklask ha war ar bed ;
- Evit un treuzdougen efedus e servij an dud hag an armerzh ;
- Evit diskouez ar skouer vat war dachenn an endro ;
- Evit ur politikerezh sevenadurel ha sportel e servij an holl ;
- Evit ur youl nevez evit a sell ouzh an touristerezh ha talvoudekaat ar gladoù ;
- Eit diorren an obererezhioù europat hag etre ar rannvroioù ;
- An darempredoù gant ar geodedourien ;
- Kefredioù emellout all.
Textes infographie "Les dépenses d'intervention de la Région en 2012" (en breton)
Dispignoù emellout ar Rannvro e 2012
Education : Deskadurezh
Transports : Treuzdougen
Formation : Stummerezh
Economie : Armerzh
Aménagement du territoire : Terkañ an tiriad
Culture et sport : Sevenadur ha sport
Environnement : Endro
Tourisme et patrimoines : Touristerezh ha gladoù
Europe et international : Europa hag etrebroadel
Relation aux citoyens : Darempred gant ar geodedourien
Budjed : 1,25 miliard a €


Français